Breudeur ar C'hoadeier

Adolfas Ramanauskas anv kod "Vanagas", penn ar bagad Lietuvos Laisvės Kovos Sąjūdis.

Breudeur ar C'hoadeier (estoneg : metsavennad, latveg : mežabrāļi, lituaneg : miško broliai) a oa anv partizaned enep-komunour ha broadelourien a orin eus teir bro : Estonia, Latvia ha Lituania. Ul lodenn anezho a oa bet emouestlet pe rediet da emouestlañ er Waffen-SS e-pad ar Brezel war Talbenn ar Reter (1941-1945).

A-feur ma tec'he al luioù Nazi eus ar broioù balt e teue anatoc'h-anatañ da dud ar broioù-se ne vefe ket adrentet o dishualded d'o bro (dieub abaoe 1918) met e oa un aloubadeg gant an URSS. Kroget e voe gant broadelourien ar vro ur guerrilla enep-komunour oc'h implij ar c'hoadeier evit bevañ hag en em guzhañ. Etre 50 000 ha 170 000 den a emezelas en aozadur, ar stourm a badas dreist-holl betek 1953 pa varvas Stalin hag e voe kinniget un distaoladeg.

Kalju Jakobsoo e 2008 e-pad ul lid-koun. Ezel eus an divizionoù 5vet SS Panzergrenadier Divizion Wiking hag 20vet Waffen Grenadier Divizion eus an SS (1añ Estonian), deuet da vezañ ezel eus Breudeur ar C'hoadeier.

Developed by StudentB